[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Propaganda

Eus Wikipedia
propaganda
doare, manipulation, obererezh mab-den
Iskevrennad euspsychological manipulation, Kemennadur, information campaign, deceptive communication technique Kemmañ
Arvezreligious fanaticism Kemmañ
Diazezet warpolitical agenda, hidden agenda Kemmañ
Palsocial influence, galloud Kemmañ
Istorhistory of propaganda Kemmañ
Dezverket dre an ezvezañs ajournalistic objectivity Kemmañ
Pleustret gantpropagandist, useful idiot Kemmañ
Implijet gantwar effort, political campaign, health campaign, reveulzier, Naziegezh Kemmañ
A implijloaded language, propaganda technique Kemmañ

Propaganda a vez graet eus un doare kelaouiñ tuet hag a zo e bal levezoniñ ur boblañs etrezek un doare soñjal pe un abeg.

Ma'z eo deuet da vezañ ur ger gant ur meneg fall hiziv-an-deiz n'eo ket bet atav ar memestra dre ar ster orin hag a oa neptu betek kaout ur meneg pozitivel, implij brudadegoù propaganda evit ar yec'hed pe c'hoazh brudadegoù evit reiñ c'hoant d'ar geodedourien da vont da votiñ.

Orin ar ger[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Propaganda a zo ur ger modern latin o tont eus propagare. Deuet eo war wel ar ger propaganda adal krouidigezh ur gevrenn nevez d'an Iliz gatolik (kenvreuriezh) e 1622 anvet Congregatio de Propaganda Fide (Kenvreuriezh evit emled ar gredenn) hag a oa krennet e Propaganda. Pal an aozadur-se a oa ledañ ar feiz gatolik etrezek ar broioù na oant ket c'hoazh eus ar gredenn-se.

Adalek 1790 e krog implij ar ger propaganda gant oberiadurioù laik. Kregiñ a raio ar ger propaganda da gaout ur meneg fall adal kreiz an 19vet kantved dres pa vezo adimplijet e bed ar politikerezh.

Doareoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Propaganda a-enep an alkool e bro Suis e 1900

Diaes ez eo da sevel harzoù sklaer etre propaganda ha doareoù all da gelaouiñ pe da gendrec'hiñ an dud. E pelec'h e vez kavet an tu da ziforc'hañ sklaer hag anat en ur chom gant ur sell skiantel? "Ar pezh a reomp-ni a zo disheñvel, int-i a ra propaganda".

Gant Garth Jowett ha Victoria O'Donnell ez eus bet roet un displegadenn skiantel d'ar ger propaganda.

Propaganda brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Women of Britain say - GO! (1915) Skritell evit broudañ maouezed Bro-Saoz da gas ar baotred d'ar Brezel bras

Ar propaganda a zo anavezet hag implijet alies a-raok pe e-pad ur brezel evit broudañ an dud da gemer perzh enni pe da vroudañ ar brasañ niver ez eo ur brezel evit ar mat.