[go: up one dir, main page]

Passer au contenu
Publicité

Un deiz, un den, ur vicher : Erwan Blanchard, kazetenner radio (14)

Par

Kazetenner radio e brezhoneg eo Erwan Blanchard. En e vleud emañ o kelaouiñ ar vrezhonegerien en o yezh.

Erwann Blanchard : Kelaouenner Erwann Blanchard : Kelaouenner
Erwann Blanchard : Kelaouenner - Jañ Luk Bergot

Kazetenner e-barzh pol keleier 4 radio a Vreizh Izel eo Erwan Blanchard : Arvorig FM, Radio Kerne, Radio Kreiz Breizh ha RBG e bro Gwened. War dachenn Bro Leon kustum labourat Erwann. 

Publicité

Tik war ar brezhoneg, sot eo ivez an den gant ar sportoù ha sonerezhioù a bep seurt. Ma n'eo ket ar brezhoneg e yezh vamm, yezh e vamm an hini eo hag hi ginnidig eus Kreiz Breizh. En em dommet eo a nebeudoù ouzh ar brezhoneg ha sevenadur Breizh e fin al lise hag er skol veur. Gant Skol an Emzav e Roazhon n'oa kroget da zeskiñ brezhoneg e fin e studioù uhel. Ur bloazvezhiad skol noz. War dro e 27 vloaz n'oa divizet mont pelloc'h ganti gant ar yezh gant ur stummadur hir war ar brezhoneg, e  Stumdi e Landerne.

Sot eo gant ar c'heleier, soñj n'eus dalc'het Erwan bezañ chomet peget e fri ouzh ar skramm vihan o sellet ouzh dispac'h Roumania e 1989 ha diskar Ceausescu. D'ar poent-se an hini eo n'oa lakaet en e benn mont da reporter meur. A-benn ar fin eo aet da gazetenner radio e brezhoneg, pezh zo ken brav avat.

loading

Ma France : Améliorer le logement des Français

Quelles sont vos solutions pour aider les Français à bien se loger ? En partenariat avec Make.org, France Bleu mène une consultation citoyenne à laquelle vous pouvez participer ci-dessous.

Publicité

undefined