[go: up one dir, main page]

Passer au contenu
Publicité

Gavotenn war ar seizenn gant Gwenole Korneg

À retrouver dans l'émission
- Mis à jour le
Par

Ar gavotenn war ar seizenn a zo un dañs a veze graet e-kerzh gouelioù ha koñkourioù. Klevet 'vo anezhi war ton "P'edon war pont an Naoned" gant Gwenole Korneg hag e gomper Simon Krec'hkadeg

Ar ganerien eus bro Blougastell Gwenole Korneg ha Simon Krec'hkadeg
Ar ganerien eus bro Blougastell Gwenole Korneg ha Simon Krec'hkadeg © Radio France - A. Perret

P'edon war pont an Naoned an deiz all o kanañ

Emaomp hiziv gant ur paotr yaouank eus Loperc'het (29) - Gwenole Korneg ec'h anv - hag a zo psikiatr e Landerne. Seniñ a rae er bagad Plougastell, kanañ a ra ivez er festoù-noz hag implijet e vez ar sonerezh gantañ evit ar glañvourien.

Me welas ur plac'h yaouank war ar pont o ouelañ

Klevet 'vo amañ ur gavotenn war ar seizenn mod-Plougastell - a vez graet a-wechoù "Gavotte d’honneur" anezhi - war ton "P'edon war pont an Naoned" asambles gant e gomper Simon Krec'hkadeg. Ar gavotenn-se a zo un dañs daou ha daou eus bro Blougastell a veze graet e-kerzh gouelioù ha koñkourioù, seizenn a veze profet d'ar gwellañ dañserien enno.

Va gwalenn aour, emezi zo kouezhet er mor amañ

Selaouit ar gavotenn war ar seizenn gant Gwenole ha Simon amañ dindan :

loading

Sikouret eo bet kalz Gwenole e-unan gant ar c'han a-benn mont dirak an dud, ar pezh n'eo ket anat gant lod brasañ eus ar basianted a ra war dro anezho. E landerne eo kustum da labourat ganto e-kerzh atalieroù jardin, skrivañ, tresañ hag en o zouez un atalier kan sizhuniek.

'Vit ar gentañ ploñjadenn netra gwelet e oa

E Sant-Kadoù (29) e vez aozet ouzhpenn-se ur sizhunvez tremenet gant ar basianted e "Streat ar skol", a zo ur bod hag ur studio enrollañ, evit anavezout an dud gwelloc'h. Ha tro o deus bet da vont pelloc'h en ur embann ur bladenn az aio e-maez e fin ar bloaz. Gant ar sonerezh ha gant ar c'han e vez labourat war ar c'horf ar pezh a zo pouezus hag a c'hello sikour an dud evit kleñvedoù pe kudennoù zo.

'Vit an drede ploñjadenn ar paotr beuzet e oa

Épisodes

Tous les épisodes

Publicité

undefined