[go: up one dir, main page]

Passer au contenu
Publicité

Les infos en langue Bretonne : Joan Bizien

À retrouver dans l'émission
Keleier Noz de France Bleu Breizh Izel
Du lundi au vendredi à 19H00.
- Mis à jour le
Par

Keleier ispisial diwar-benn ar gouarnamant nevez : 18 ministr ha 4 sekretour Stad zo bet anvet gant Édouard Philippe. En o zouez ar Vretoned Jean Yves an Drian, Richard Ferrand ha Nicolas Hulot.

D'ar Merc'her 17 a viz Mae eo bet kemeret plas Jean-Marc Ayrault gant Jean-Yves an Drian evel ministr Europa hag an aferioù estren
D'ar Merc'her 17 a viz Mae eo bet kemeret plas Jean-Marc Ayrault gant Jean-Yves an Drian evel ministr Europa hag an aferioù estren © Maxppp - Leon Tanguy

War an 22 vinistr ha sekretour stad 'zo bet anvet er gouarnamant nevez ez eus 4 breizhad

Da gentañ, Jean Yves an Drian, prezidant Rannvro Breizh, ministr an Difenn e-pad pemp bloavezh dindan François Hollande. Ar wech kentañ e vez kavet ar memes den er gouarnamant dindan daou brezidant eus strolladoù politikel disheñvel. Met daoust ma soñje d'an holl e chomfe e penn an armeoù eo bet anvet ministr Europa hag an aferioù diavaez. Kavet e vez ivez Richard Ferrand, depute Karaez-Kastellin, sekretour-meur "La République en marche" a zo bet anvet ministr an tiriadoù. Merañ a raio ivez al lojeiz ha politikerezh ar c'hêrioù.

Bez ez eus ivez Nicolas Hulot... An ekologour, a zo bet anavezet evit an abadennoù tele, a zo o chom e Sant Luner, en Il-ha-Gwilen. Dont a ra da vezañ ministr ar cheñchamantoù ekologel. Hag Annick Girardin. Evel Jean-Yves an Drian e oa plac'h Sant Malou dija ministr gant Francois Hollande. Mont a ra eus ar servij publik d'an tiriadoù tra-mor.

Er gouarnamant ez eus kement a baotred hag a vaouezed

Peavr den eus ar strollad sokialour, tri eus ar Republikaned, tri eus ar Modem, daou radikal eus an tu kleiz Ha tud ha n'int ket e strolladoù politikel, evel da skouer an iskrimerez Laura flessel, a zo bet anvet ministrez ar sportoù.

Épisodes

Tous les épisodes

04 min

04 min

04 min

05 min

04 min

04 min

04 min
Publicité

undefined