[go: up one dir, main page]

Passer au contenu
Publicité

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

À retrouver dans l'émission
Keleier Noz de France Bleu Breizh Izel
Du lundi au vendredi à 19H00.
- Mis à jour le
Par

Klevet e oa bet un depute hag ur maer diwar-benn an Tabut meur broadel a zo lañset gant ar gouarnamant. Komzet hon oa ivez diwar-benn ar Brexit gant ur gembreadez ha diwar-benn ur film-brud nevez savet diwar-benn kêr Douarnenez.

Ul lizher 6 pajennad zo bet kaset gant Emmanuel Macron
Ul lizher 6 pajennad zo bet kaset gant Emmanuel Macron © Radio France - Jean-Christophe Bourdillat

Gant piv ha penaos e vo aozet an Tabut meur ? 

Kaset zo bet ul lizher 34 pajennad gant ar Prezidant Emmanuel Macron. Broudañ a ra an dud da gemer perzh en un tabut broadel, un tabur meur a-benn kavout diskoulmoù d'ar c'hudennoù a zo preg amañ hag ahont er vro. Yannig Kerlogot zo depute ar Republik war raok e bro Gwengamp displeget n'eus deomp penaos vo moien kemer perzh en tabut-se. Met maer Plougerne ne oar ket re vat penaos e vo aozet an traoù just awalc'h, hag "etre daou soñj" emañ maer Plougerne Yannig Robin diwar-benn an afer-mañ.

Brexit or not Brexit, that is the question

Warc'hoazh e voto deputez.ed ar Rouantelez Unanet e Londrez a-du pe a-enep d'an emglev war ar Brexit bet marc'hataet gant Theresa May hag Unvaniez Europa. Ma vez nac'het an emglev e tispartiint hep emglev, ha se d'an 29 a viz Meurzh. Ffran May a zo kembreadez, o chom e Breizh pell 'zo. Hi a zo bet a-viskoazh a-enep d'ar Brexit ha d'he soñj eo faziet ar vreizh-veuriz gant o votadeg. 

Ur film-brud nevez diwar-benn Douarnenez 

Evit ar wech-kentañ ez eus bet savet ur film-brud evit kêr Douarnenez. Goulennet eo bet da bol kleweled nevez ar gêr gant ar gumuniezh kumunioù, an ti-kêr hag ofis an douristelezh. Un taol-kaer evit ar gevredigezh kleweled, nevez staliet er gêr. Kenan an Habask n'eus sevenet ar film-se, gant ar soñj skubañ ar c'hlichedoù. Ar film-brud div vunutenn a vo skignet 'benn sizhun da vare hetoù ti-kêr Douarnenez, diwezhatoc'h war an internet... Un tañva a c'heller gwelet war chadenn Daylimotion Douarnenez Communauté.

Épisodes

Tous les épisodes

04 min

04 min

04 min

05 min

04 min

04 min

04 min
Publicité

undefined